N'ho peus kont ebet e Kervarker c'hoazh ? Emezelit bremañ ! Digoust eo ha servijoù ouzhpenn ha suroc'h ho po : kinnig keleier war ar bennbajenn, postañ er foromoù gant ho lesanv, resev keleier dre bostel, kemm an etrefas, ...
Degemer mat e Kervarker
Ul lec'hienn gouestlet d'ar brezhoneg abaoe 1995 eo Kervarker. Amañ e kaver a bep seurt servijoù evit deskiñ pe peurzeskiñ ar yezh, evit an dudi hag evit kejañ gant brezhonegerien eus ar bed a-bezh. Evit tennañ splet eus ar gwellañ kinniget gant al lec'hienn-mañ, n'ho peus ken emezeliñ : digoust eo !
Klask zo war ur webmaster nevez
Abalamour d'e gudennoù yec'hed, ne c'hall ket aozour "istorel" Kervarker.org (Romuald Texier) ober war dro al lerc'hienn ken. Setu m'emañ ar skipailh o klask ur brezhoneger pe ur vrezhonegerez ampart war an deknologiezh Web (HTML, XML, PHP, SQL, ...) evit reiñ lañs ha startijenn en-dro da gKervarker.org hag kas en-dro kresk an dafar hag ar servijoù. Maz oc'h dedennet ha barrek, deuit e darempred ganimp. Trugarez.
Setu Kervarker en-dro ! Bloavezh 2006 mat deoc'h !
Trugarez d'hor sponsor Elikya, emañ Kervarker war ur servijer nevez hag asur. Degouezhet eo ar c'hasour Romuald Texier eus an hospital ivez hag emañ o c'hortoz ur c'halon nevez. Arabat goulenn re digantañ neuze !
Setu m'emañ lojet kervarker gant ur pourvezer nevez, ken fall ma oa an hini kozh. Bremañ e rankfe pajennoù al lec'hienn en em ziskouez kalz buanoc'h. Ho tigarez evit an trubuilh a zo bet, dreist-holl evit an nebeut kemennadennoù zo bet kollet digant ar forom.
Kaset gant webmaster d'an/ar 14/10/2004 @ 12:36:28 CEST (28 lennadenn)
(Un evezhiadenn ? | Skor : 0)
kentelioù brezhoneg dibae e Dingad / Mousterel-an-Il
GwionDolwenn a skriv "Kinnig a ran kentelioù brezhoneg dibae (evit ur bennozh Doue) e Dingad (Dingé) ha Mousterel-an-Il (Montreuil-sur-Ille) en hanternoz da Roazhon.
Me garfe kejout gant Brezhonegerion ar c'horn-bro-se evit abadennoù kaozeal...
Gwion Dolwenn : pellgomz : 02.99.45.05.87"
Kaset gant webmaster d'an/ar 17/09/2004 @ 13:33:41 CEST (33 lennadenn)
(Un evezhiadenn ? | Skor : 0)
Klask zo war skrivagnerien
Dianav a skriv " Savet eo bet ar gevredigezh hag ar fanzin Gripi daou vloaz zo pe dost. Kinnig a ra ar fanzin skridoù skiant-faltazi pe moliac'h, bannoù-treset ha burutelladennoù. C'hwec'h niverenn 'zo deuet er-maez betek-henn hag unan all a vo e miz Here.
N'eus ket nemeur a dud c'hoazh o kemer perzh en hor c'hevredigezh. O klask war-lerc'h kenlabourerien all emaomp ha skrivagnerien brezhoneg ganto dreist-holl. N'eus nemet daou anezho evit ar mare, ar pezh n'eo ket trawalc'h evit embann ar gelaouenn aes hag ingal."
Dianav a skriv "Ugent vloaz 'zo eo bet kroget da ganañ gant Jean-Luc Roudaut.
Piv n'en deus morse klevet e kanaouennoù?
Abaoe ugent vloaz, n'en deus ket cheñchet: diduiñ ar re yaouank evel ar re gozh, ha sikour dazont ar brezhoneg hag ar c'hevridigezhioù a ya da heuilh hep disoñjal deskiñ d'an dud kaout doujañs an eil ouzh egile, setu e balioù bras."